Bodrum
Bodrum (distaget [ˈbodɾum] e turkeg) zo ur gêr eus mervent Turkia, e proviñs Muğla. Ur porzh eo, en arvor Mor Egea, war lez pleg-mor Gökova. E 2013 e oa 36 401 a dud o chom e Bodrum.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/eb/TurkeyBodrumCastle.jpg/220px-TurkeyBodrumCastle.jpg)
Dont a ra an anv Bodrum eus an anv latin Petronium, abalamour ma voe savet ur c'hastell eno er XVvet kantved gant marc'heien Urzh Sant Yann Jeruzalem, hag a oa anvet "Kastell Sant Pêr". En Henamzer e oa eno ur gêr anvet Halikarnassos ( Ἁλικαρνασσός en henc'hresianeg). Brudet eo dre ma oa enni Mozoleon Halikarnassos, ur bez meur savet evit Mausolos, roue Karia, hag a zo unan eus Seizh Marzh an Henved.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañDibar:KlaskEil Brezel-bedWikipedia:Kumuniezh/An davarnDilennadeg kannaded Bro-C'hall 2024Wikipedia:SkoazellWiki HowWikipedia:Porched ar gumuniezhBengaluruKaozeal:DegemerNiver atomekAostraliaBrezhonegWikipedia:Pajennoù da nullañRummad:Files uploaded by User:Bianchi-BihanJeune Garde antifascisteLec'hiennC'hoari ar misionerDibar:MaDegasadennoùWorld Wide WebBarzhDibar:MaC'haozeadennoùEmflourañBro-C'hallBremañSvedenDaveennoù lec'hiañTro Bro-C'hall war varc'h-houarn 19477,62 × 51 mm NATOSkoazell:SkoazellWikipedia:KemennoùWikipedia:Diwar-bennPoelloniezhPapigodPorched:Armoù-tanMakarov (pistolenn)Sportoù tennañ