Bourc'hvestr-gouarnour Berlin

Bourc'hvestr-gouarnour Berlin (alamaneg : Regierender Bürgermeister von Berlin) a ra war-dro Berlin war veur a dachenn : bourc'hvestr ha penn ar gouarnamant eo war un dro rak ur gêr-stad eo Berlin, ganti ur statud doubl : ur gêr-arondisamant hag ul Land eo. Er Rotes Rathaus e vez o labourat.Dilennet e vez ar bourc'hvestr-gouarnour gant kannaded Berlin. Gallout a ra bezañ skarzhet ma vez votet ur mennad disfiz savet gant muianiver dreistel ar gannaded(mellad. 57 VvB).

N'en deus ket kement a c'halloudoù ha kañseller Alamagn : e zivizoù a rank bezañ asantet gant Sened Berlin, ennañ eizh den all d'ar muiañ. Abaoe adreizhadenn 2006 eo dezhañ da envel ha da zigargañ ar senedourien, padal e vezent dilennet gant dilennidi kambr ar gannaded a-raok. Daou senedour, anvet ivez bourc'hvestr (alamaneg : Bürgermeister) a zo ivez, d'e skoazellañ (mellad. 56 VvB).

Roll bourc'hvistri-gouarnourien Berlin (Kornôg) etre 1948 ha 1991 ha re vBerlin abaoe 1991
AnvAmzeriadStrollad
Ernst Reuter07/12/1948 - 29/09/1953SPD
Walther Schreiber22/10/1953 - 11/01/1955CDU
Otto Suhr11/01/1955 - 30/08/1957SPD
Franz Amrehn*30/08/1957 - 03/10/1957CDU
Willy Brandt03/10/1957 - 01/12/1966SPD
Heinrich Albertz01/12/1966 - 19/10/1967SPD
Klaus Schütz19/10/1967 - 02/05/1977SPD
Dietrich Stobbe02/05/1977 - 23/01/1981SPD
Hans-Jochen Vogel23/01/1981 - 11/06/1981SPD
Richard von Weizsäcker11/06/1981 - 09/02/1984CDU
Eberhard Diepgen09/02/1984 - 16/03/1989CDU
Walter Momper16/03/1989 - 24/01/1991SPD
Eberhard Diepgen24/01/1991 - 16/06/2001CDU
Klaus Wowereit16/06/2001SPD
* etrekarg
Klaus Wowereit

Liamm diavaez

kemmañ
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.