Canterbury Tales

Tresadenn en embannadur 1484.Canterbury Tales (Tales of Caunterbury e krennsaozneg, "Istorioù Canterbury") zo un dastumad kontadennoù saoznek gant ar barzh saoz Geoffrey Chaucer (1343-1400). Pevar istor warn-ugent zo el levr, anezho 17 000 linenn krennsaoznek, skrivet etre 1387 ha 1400. Darn zo e komz-plaen, met e gwerzennoù eo ar pep muiañ nezho.

E 1386 e teuas Chaucer da vout Controller of Customs and Justice of Peace ("Gwirier ar Maltouterezh ha Barner a Beoc'h") ha tri bloaz goude, e 1389, Clerk of the King's work ("Kloareg Labourioù ar Roue"). Er bloavezhioù-se eo e krogas Chaucer da verat e skrid brudetañ, The Canterbury Tales. Kinniget eo an dastumad evel ur genstrivadeg etre pirc'hirined saoz o vont en ur bagad eus Londrez da Ganterbury da bediñ war bez Sant Thomas Becket en iliz-veur Canterbury. Ur priz zo da c'hounit : ur pred en ostaleri, an Tabard Inn, e Southwark war an hent d'ar gêr.

Canterbury Tales a zo, gant Sire Gauvain et le Chevalier vert (dianav anv an oberour) ha Piers Plowman (gant William Langland), e-touez kentañ oberennoù anavezet.

ArroudStrolladIstorioù
01Arroud IAGeneral PrologueThe Knight's TaleThe Miller's TaleThe Reeve's TaleThe Cook's Tale
02Arroud IIB1The Man of Law's Tale
03Arroud IIIDThe Wife of Bath's TaleThe Friar's TaleThe Summoner's Tale
04Arroud IVEThe Clerk's TaleThe Merchant's Tale
05Arroud VFThe Squire's TaleThe Franklin's Tale
06Arroud VICThe Physician's TaleThe Pardoner's Tale
07Arroud VIIB2The Shipman's TaleThe Prioress's TaleSir Thopas' TaleThe Tale of MelibeeThe Monk's TaleThe Nun's Priest's Tale
08Arroud VIIIGThe Second Nun's TaleThe Canon's Yeoman's Tale
09Arroud IXHThe Manciple's Tale
10Arroud XIThe Parson's Tale

E brezhoneg

kemmañ

Troet eo bet The Franklin's Tale ("Danevell ar Franklin") gant Roparz Hemon. E 1926 e oa bet embannet e oa bet e Gwalarn niverennoù 6 ha 7, hag adembannet e-barzh Ar Bed Keltiek e 1969.

Ur pezh-c'hoari zo bet savet diwar The Canterbury Tales gant ar strollad brezhonek Mad ar Jeu[1]

Notennoù

kemmañ