Dilennadeg kannaded Bro-C'hall 2024
Dilennadeg kannaded Bro-C'hall 2024 a zo bet dalc'het d'an 30 a viz Even ha 7 a viz Gouhere 2024 evit dilenn 577 kannad ar XVIIvet lezennadur eus ar Pempvet Republik c'hall.
Stad | Frañs ![]() |
---|---|
Applies to jurisdiction | Frañs ![]() |
Raklec'hiet gant | dilennadeg kannaded Bro-C'hall 2022 ![]() |
Deiziad | 30 Mez 2024, 7 Gou 2024 ![]() |
Office contested | kannad gall ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://www.interieur.gouv.fr/actualites/actualites-du-ministere/elections-legislatives-2024 ![]() |
Voting system | Votadeg unanv gant div dro ![]() |
Da vezañ dalc'het e oa an dilennadegoù e 2027, met galvet int bet, tri bloaz a-raok fin al lezennadur, goude ma vije bet divodet ar Vodadeg Vroadel gant ar prezidant Emmanuel Macron, dre ma oa bet trec'het ar c'hengevread prezidantel Ensemble eus 17 poent gant an Unaniezh Vroadel en dilennadegoù evit Parlamant Europa d'an 9 a viz Even 2024. Ar c'hwec'hvet gwech eo da welet un divodadur e-kerzh ar Pempvet Republik C'hall dre iumplij artikl 12 ar Vonreizh hag ar wech kentañ eo da welet un divodadur e-kerzh ur pemvloaziad. Dre ma 'z eo bet galvet e-kerzh ul leuriadur e vez keñveriet gant trec'h souezus Jacques Chirac e 1997.