Elizabeth Stuart (1596-1662)

Elizabeth Stuart ( 1596 – 1662) a oa ur briñsez skosat, ha saoz, hag a deuas da vezañ rouanez Bohemia.

Elizabeth Stuart (1596-1662), Rouanez Bohemia

Merc'h e oa da James VI, Roue Bro-Skos (deuet da vezañ Jakez I), Roue Bro-Saoz ha d'e bried Anna Danmark.

Desket mat e voe, ha kenteliet war ar skiantoù natur, an istor, an douaroniezh, an doueoniezh, yezhoù, sevel-skridoù, seniñ ha dañsal. Latin avat ne voe ket desket dezhi: kavout a rae d'e dad e teue ar merc'hed da vout gwidreûs dre zeskiñ latin[1].

Da 12 vloaz e teue meur a yezh ganti, ha galleg flour zoken, ar yezh a gomzas diwezhatoc'h ouzh he fried[2] Marc'hegerez vat e oa, gouzout a ouie diouzh ar relijion brotestant, ha gouest e oa da skrivañ lizheroù gant un dorn leal hep bout reut[3] Lennek e oa ivez ha prouennoù zo eus he c'harantez ouzh al levrioù.[4].

Dimeziñ a reas da Friedrich V, Dilenner Pfalz, hag a voe Roue Bohemia ur goañvezh-pad.

Friedrich V, poltredet gant Gerrit van Honthorst .

Poltredoù

kemmañ

Ur bern poltredoù anezhi zo bet.

Bugale

kemmañ

Trizek bugel o doe Elizabeth ha Frederick

PoltredAnvGanetMarvetDimezetBugale
Henry Frederick, Priñs Pennhêr Pfalz anavezet ivez evel Henry Frederick16141629DizimezHini ebet
Karl Iañ Ludwig, Dilenner Pfalz16171680Charlotte von Hessen-KasselKarl II, Dilenner Pfalz
Elizabeth Charlotte, Dilennerez Pfalz
Friedrich von der Pfalz
Elizabeth, Abadez Herford16181680DizimezHini
Rupert, Dug Cumberland16191682Dizimez2 vastardez
Mauricevon der Pfalz16201652DizimezHini
Louise Hollandine18 a viz Ebrel 162211 a viz C'hwevrer 1709DizimezHini
Louis21 a viz Eost 162424 a viz kerzu 1624Ma
Edward, Kont Palatin Simmern16251663Anna GonzagaLuise Marie von der Pfalz
Anne Henriette Bavaria
Benedicta Henrietta von der Pfalz
Henriette Marie von der Pfalz7 a viz Gouhere 1626Sigismund von SiebenbuergenHini ebet
John Philip Frederick26 a viz Gwengolo 162715 a viz Kerdu 1650
Charlotte19 a viz Gwengolo 162814 a viz Genver 1631Marvet en bugelig
Sophie von der Pfalz14 a viz Here 16308 a viz Mezheven 1714Ernst August von Hannover (1629-1698)George Iañ
Friedrich Augustus
mab marv c'hanet
Maximilian Wilhelmm von Braunschweig-Lüneburg
mab marv c'hanet
Sophia Charlotte von Hannover
Karl Philipp
Christian Heinrich
Ernest Augustus, Dug York hag Albany
Gustavus Adolphus14 a viz genver 16321641marvet en bugelig

Notennoù

kemmañ
  1. "Latin had the unfortunate effect of making women more cunning".Fraser, Antonia (2002), The Weaker Vessel: Woman’s Lot in Seventeenth-Century England, part Two, London: Phoenix, ISBN 1407216120 
  2. Erskine, Frances, Memoirs Relating to the Queen of Bohemia, Vol.1, London: Longhurst, p. 83 
  3. Gorst-Williams, J., Elizabeth the Winter Queen, London: Abelard, ISBN 0-200-72472 
  4. Everett Green, Mary Anne (2010), Elizabeth, electress palatine and queen of Bohemia (1909 ed.), Milton Keynes, ISBN 9781117402697