Formigny

kumun Bro-C'hall

Kumunioù Bro-C'hall
AnvFormigny
Skoed
Lec'hiadur Formigny en Arondisamant Bayeux
RiezBro-C'hall Bro-C'hall
RannvroNormandi
DepartamantCalvados
Bro hengounelBessin
ArondisamantBayeux
EtrekumuniezhCommunauté de communes de Trévières
KantonTrévières
Kod INSEE14281
Kod post14400
MaerDaniel Tréfeu
Amzer-gefridi2008-2014
Gorread10,86 km²
Led49° 20' 14" Norzh
Hed00° 53' 52" Kornôg
Uhelder kreiz.. m
Uhelder bihanañ2 m
Uhelder brasañ77 m
Poblañs hep kontoù doubl264 (2008)
Stankter24 a./km²
Lec'hienn ar gumun

Formigny a oa ur gumun eus departamant Calvados e Bro-C'hall.

Bodet e oa gant teir c'humun all d'ar 1 a viz Genver 2017 d'ober ur gumun nevez: Formigny-la-Bataille.

XVvet kantved

kemmañ
Monumant an emgann gant Arthur Le Duc

XIXvet kantved

kemmañ
  • E 1823 e voe staget kumun Véret (70 annezad e 1821) ouzh kumun Formigny (487 annezad e 1821)[1],[2] .
  • E 1858 e voe staget lodenn vrasañ kumun Engranville (228 annezad e 1856) ouzh kumun Formigny, staget e voe ar peurrest ouzh kumun Trévières[3] .

XXvet kantved

kemmañ
  • Eil brezel-bed, miz Even 1944: dalc'het e oa ar geriadenn gant an 915vet Rejimant Troadegiezh eus an 352vet Rannlu Troadegiezh alaman (Jeneral Kraiss) . D'an 8, tro kreisteiz e c'hellas ar Gompagnunezh B eus an 18vet Rejimant eus ar Big Red One (1 Rannlu SUAat, bet dilestret en Omaha Beach), skoazellet gant kirri hobregonet eus ar 741th Tank Battalion toullañ al linennoù alaman e Gevred Formigny; e memes mare, en Norzh, an 3vet Batailhon eus ar 115vet Rejimant Troadegiezh eus an 29vet Rannlu Troadegiezh SUAat a zeu a-benn da vont tre er vourc'h[4].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
Iliz katolik Formigny e 1892
  • Iliz katolik Sant Varzhin e bourc'h Formigny, XVvet kantved[5],[6].
Chapel Sant Loeiz
  • Chapel Sant Loeiz, XVvet kantved, bet savet war goulenn kont Clermont, unan eus trec'hourion Emgann Formigny[7],[8].
  • Iliz katolik Sant Pêr en Engranville, XIIIvet kantved, dilezet[9],[10].
  • Monumant Emgann Formigny gant Arthur Le Duc[11].
  • Ouzh an ti-kêr, ur blakenn en enor d'ar 1 ha d'an 29vet Rannluioù SUAat hag a zieubas Formigny e miz Even 1944.

Armerzh

kemmañ

Douaroniezh

kemmañ

Emdroadur ar boblañs 1962-2008

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ
An ti-kêr
Roll maered ar gumun
MareAnvStrolladKarg
2004→ bremañDaniel TréfeuLabourer-douar war e leve
?2004Michel Lamy
18801886Pierre Aimé Le Rossignol
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Gevelliñ

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Cassini-Ehess, Fichenn kumun Formigny
  2. Cassini-Ehess, Fichenn kumun Véret
  3. Cassini-Ehess, Fichenn kumun Engranville
  4. Normandie 44 - la Mémoire
  5. Base Mérimée, PA00111350, Église
  6. Clochers de France
  7. Arcisse de Caumont, Statistique monumentale du Calvados, Levrenn 3, Arrondissements de Vire et de Bayeux, Embannadurioù Hardel, Caen, 1857
  8. Clochers de France
  9. Base Mérimée, PA00111351, Ancienne église d'Engranville
  10. Clochers de France
  11. Base Mérimée, PA14000068, Groupe sculpté de la bataille de Formigny