'Gwenole Larvol, ganet e 1978, zo mestr-prezegenner war skiantoù an Deskadurezh e Skol-veur Brest. Diouzh e skiant-prenet en deus tennet pa oa kelenner ar skolioù en deus savet un enklask evit un dezenn war  vugale ar skolioù divyezhek. Besprezidant ar gouevradeg (fañfar) À bout de souffle eo ivez, e Douarnenez.

 Buhez 

Kelenner ar skolioù karget eus klasoù divyezhekeo bet er skol Pierre et Marie Curie e Douarnenez, e-lec'h m'emañ o chom.
Un dezenn doktorelez, Sinon, ça restera la langue de l'école. he zitl, en deus soutenet e Skol-veur Brest ken ez eas da vezañ anvet di mestr-prezegenner war skiantoù an Deskadurezh e 2023.
Meur a vrezegenn en deus distaget e galleg, pedet gant tiez ar Vro ha kevarzheoù all, diwar-benn an doare da lakaat ar vugale da gomz brezhoneg.[1]

Embannadennoù

Oberennoù personel

  • 2010 : Ar roue Marc'h a oa gantañ war e benn moue ha divskouarn e varc'h Morvarc'h, TES

Labourioù skol-veur

  • 2022 : « Sinon ça restera la langue de l’école… » : favoriser l’appropriation sociolinguistique du breton dans les filières bilingues de l’école élémentaire, tezenn doktorelezh, Skol-veur Roazhon 2, 2022.
  • 2014 : Pourquoi parles-tu breton ? Le sens de l’expression en langue bretonne chez les enseignants des filières bilingues et son approche explicite en classe, ESPE de Bretagne, 2013-2014.

Notennoù ha daveennoù