Karabiner 98k

Ar Karabiner 98 kurz (karabinenn verr 98) berraet e Kar98k pe K98k, ha kammskrivet alies "K98" (a oa ur garabinenn all, polonat), zo ur garabinenn kambret e 7,92 × 57 mm Mauser.

Karabiner 98 kurz
Skeudenn ar pennad Karabiner 98k

Karabiner 98k profet da Sveden gant ar gouarnamant alaman e 1940
Kinnig
BroTrede Reich Trede Reich
Mont en-droKarabinenn-vorailh
Munisionoù7,92 x 57 mm Mauser
ProduerienMauser, kopiennoù gant kalz produerien all
Mare produiñ1934 - 1945 (arme alaman)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn)3,700 kg
Hirder1.110 mm
Hirder ar c'hanol600 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek500 m (betek 1.000 m gant ul lunedenn)
Tizh mont e-maez ar boledoù760 m/s
Endalc'hPourveziet gant klipoù 5 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hallC

Etre 1899 ha 1904 e labouras an embregerezh Waffenfabrik Mauser AG war stummoù disheñvel eus ar fuzuilh Gewehr 98 evit respont d'ur goulenn war armoù berroc'h a oa o tiwan en Europa hag er Stadoù-Unanet.[1] Peurechuet e voe ijin ar Karabiner 98k e 1934 ha degemeret gant ar Wehrmacht d'an 21 a viz Even 1935. Produet e voe betek deroù 1945 ha diskar an Trede Reich. Bez' eo unan eus an doareoù armoù hiniennel hir diwezhañ bet produet gant an embregerezh Mauser.

Implijerien

kemmañ

Karabinenn diazez ar Wehrmacht

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie Visuelle, L'imprévu, 2022, p. 134-135
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan