Kensonenn dre froumal

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn dre froumal (saoz.: trill) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ma vez lakaet an aer da froumal en ul lec'h distagañ resis, da skouer pa vez distaget un 'r' kroañennek.

Doareoù distagañ
Dre serriñ
Klikoù
Tarzhañ
Strakal
Entarzhañ
Fic'hal
Ruzennoù
C'hwibanennoù
Dassonennoù
Fri
Stlakat
Froumal
Tostaat
Linkus
Vogalennoù
Hantervogalennoù
Kostezennoù

Daosut ha ma c'hall bezañ heñvel o son ec'h eo disheñvel-krenn doare distagañ ur gensonenn dre froumal diouzh hini ur gensonenn dre stlakat dre ma chom difiñv an organoù fonadur pa distager ur gensonenn dre froumal keit ha ma vez skoet un organ fonadur difiñv gwezh-ha-gwezh all gant un organ fonadur all pa distager ur gensonenn dre stlakat.

Setu roll ar c'hensonennoù dre froumal pennañ gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

[ʙ] kensonenn diweuz dre froumal (mouezhiet), d.s. bamilekeg [àʙɨ́] ("ludu")
[r] kensonenn kevig dre froumal mouezhiet, d.s. spagn. rey ([rej]; "roue")
[r̥] kensonenn kevig dre froumal dimouezh, d.s. kemb. Rhagfyr ([ˈr̥aːgvɨr]; "miz Kerzu")
[ʀ] kensonenn huged dre froumal (mouezhiet), d.s. port. europek carro ([ˈkaʀu]; "karr-tan")


  KensonennoùGwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
SkeventelDiweuzGweuz-dentDentLogigoùDrek-logigoùKilblegRak-staonStaonGouelHugennGargadennAnkoueTarzhNann-skeventel hag arouezennoù all
Dre frimɱnɳɲŋɴKlikoù ʘǀǃǂǁ
Dre serriñpbtdʈɖcɟkɡqɢʡʔEntarzh. ɓɗʄɠʛ
Dre daravat ɸβfvθðszʃʒʂʐɕʑçʝxɣχʁħʕʜʢhɦDre strakal 
Dre dostaat β̞ʋð̞ɹɻjɰA-gostez all ɺɫ
Dre froumalʙrʀKendistaget dre dostaatʍwɥ
Dre stlakatⱱ̟ɾɽKendistaget dre daravatɧ
A-gostez dre daravatɬɮDre fic'hal ʦʣʧʤ
A-gostez dre dostaatlɭʎʟKendistaget dre serr. k͡pɡ͡bŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.


Gwelit ivez:

kemmañ