Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2005
Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2005 | |||
Kampion ar vlenierien: Fernando Alonso Kampion ar saverien: Renault | |||
A-raok: | 2004 | War-lerc'h: | 2006 |
Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2005 a oa 56vet abadenn kevezadeg bed ar vlenierien, gant 19 Priz Bras e-barzh. Aet eo ar maout gant Fernando Alonso ha Renault.
Blenierien ha kirri
kemmañPrizioù Bras 2005
kemmañCheñchamentoù
kemmañSkipailhoù
kemmañ- Jaguar Racing a zeu da vezañ Red Bull Racing.
- Cosworth a ro kefluskerioù da Red Bull Racing ha da Vinardi.
- Toyota a ro kefluskerioù da Jordan.
Blenierien
kemmañDispartioù
- Gianmaria Bruni n'eo ket bet miret e-barzh Minardi, e-lec'h en deus redet 18 PB.
- Ar memes tra evit Zsolt Baumgartner e-barzh ar memes skipailh.
- Giorgio Pantano a ya kuit eus Jordan goude 14 PB.
- Cristiano Da Matta n'eo ket bet miret gant Toyota.
- Ricardo Zonta a ya kuit eus Toyota ivez.
- Olivier Panis a ya war e leve, o zont da vezañ blenier esae evit Toyota.
- Marc Gené a ya kuit eus Williams-BMW evit dont da vezañ blenier esae Ferrari.
Treuzkasoù
- Juan Pablo Montoya a ya kuit eus Williams-BMW evit mont da VcLaren-Mercedes.
- David Coulthard n'eo ket bet miret gant McLaren-Mercedes, mont a ra da Red Bull Racing.
- Jacques Villeneuve zo bet treuzkaset eus Renault evit Sauber.
- Ralf Schumacher a ya kuit eus Williams-BMW evit Toyota.
- Giancarlo Fisichella a ya kuit eus Sauber evit Renault.
- Mark Webber a zibab mont kuit eus Jaguar evit bleniañ evit Williams-BMW.
- Nick Heidfeld, a rede evit Jordan, a vlenio evit Williams-BMW.
Deraouidi
- Tiago Monteiro cgant Jordan.
- Narain Karthikeyan gant Jordan.
- Patrick Friesacher gant Minardi.
- Christijan Albers gant Minardi.
- Vitantonio Liuzzi gant Red Bull evit Prizioù Bras San Marino, Bro-Spagn, Monaco ha Europa.
- Robert Doornbos gant Minardi adalek Priz Bras Breizh-Veur.
Treuzkasoù e-pad ar bloavezh
- Robert Doornbos a ya kuit eus e bost blenier esae evit Jordan evit bleniañ gant Minardi adalek Priz Bras Alamagn o erlec'hiañ Patrick Friesacher.
Distroioù e-pad ar bloavezh
- Anthony Davidson (2 PB e 2002) a vlein evit BAR e-pad Priz Bras Malaysia o erlec'hiañ Takuma Sato, klañv.
- Pedro de la Rosa (63 PB ha 6 poent etre 1999 ha 2002) a vlein gant McLaren-Mercedes e-pad Priz Bras Bahrein o erlec'hiañ Juan Pablo Montoya gwazhet.
- Alexander Wurz (52 PB, 1 podium ha 26 poent etre 1997 ha 2000) a vlein gant McLaren-Mercedes e-pad Priz Bras San Marino o erlec'hiañ Juan Pablo Montoya gwazhet.
- Ricardo Zonta (36 PB ha 3 foent etre 1999 ha 2004) a vlein evit Toyota e-pad Priz Bras Stadoù-Unanet o erlec'hiañ Ralf Schumacher gwazhet e-pad an abadennoù esae dieub.
- Antônio Pizzonia (15 PB ha 6 poent etre 2003 ha 2004) a vlein evit Williams-BMW adalek Priz Bras Italia o erlec'hiañ Nick Heidfeld gwazhet.
Reolennoù sportel
kemmañ- Esaeoù dieub evit pep skipailh d'ar Sadorn adalek 9 eur betek 9h45 hag adalek 10h15 ha 11h00.
- D'ar Sadorn da 13h00 : abadenn esaeoù raktitriñ a servij da ziazezañ urzh mont tre ar vlenierien e-pad abadenn titriñ disul. Kemer a ra ar vlenierien an hent dre urzh donedigezh ar redadeg a-raok oc'h ober tri zro (un dro lañset adalek ar standoù, un dro amzeriet, hag un dro evit dont en-dro er standoù).
- D'ar Sul, adalek 10h00 betek 11h00 : an abadenn titriñ. Kemer a ra ar vlenierien unan hag unan an hent, dre urzh eneb an abadenn raktitriñ graet d'ar Sadorn (an hini buanañ disadorn a gemer an hent diwezhañ) oc'h ober tri zro (un dro lañset adalek ar standoù, un dro amzeriet, hag un dro evit dont en-dro er standoù).
- Rankout a raio ar c'heflusker savet war ar c'harr ober 2 Briz Bras penn-da-benn (esaeoù, titriñ ha redadeg). Ma vije bet cheñchet ar c'heflusker e vije bet roet ur c'hastiz 10 plas war ar gael.
- Nemet pevar skipailh gwellañ ar gevezadeg a-raok e c'hell ar skipailhoù lakaat un trede garr da dreiñ e-pad esaeoù dieub digwener. Ne c'hell ket ar blenier kaout redet muioc'h a 6 PB e-pad an daou vloavezh a-raok.
- Rankout a ra ar blenier kregiñ ar Priz Bras gant ar bandennoù-rod implijet e-pad an titriñ.
- Arabat eo cheñch e vandennoù-rod e-pad ar redadeg, nemet ne vije abegoù savete hag a c'hall bezañ peursellet gant ar gomiserien.
- Arabat eo bouetaet ar kirri gant esañs etre an titriñ hag ar redadeg.
Reolennoù teknikel
kemmañ- Keflusker nematañ evit div zibenn-sizhun.
- Angell a-dreñv lakaet 150 mm a-raok ahel ar rodoù.
- Uhelder an angell dirak (nemet parzh e-kreiz 50 km led) uhelaet 15 km war-c'horre e-lec'h 10 km.
- Uhelder skigner kostez harzet e 125 mm.
- Plañchod ar c'harr a rank bezañ harzet 400 mn a-raok ahel ar rodoù a-dreñv (ha n'eo ket e harz ar rodoù).
- Kresk brasentez ar goulc'her keflusker.
Darvoudoù ar bloavezh
kemmañ- Fernando Alonso a zeu da vezañ ar c'hampion yaouankañ er Formulenn 1, 24 bloaz.
- Stadoù-Unanet : nemet 6 karr o kregiñ ar redadeg. Pep skipailh a implij ar bandennoù-rod M en doa nac'het kemer perzh ar redadeg evit abegoù savete.
- Divarrekaet hag astelet eo bet BAR-Honda : evit Priz Bras San Marino hag evit div redadeg-all peogwir n'eo oa ket hervez al lezenn ar virlenn.
- Evit ar wech kentañ e istor ar Formulenn 1 ne oa den ebet o tilezel e Priz Bras Italia : 20 karr a oa e donedigezh ar Priz Bras.
- Daou Briz Bras a oa bet c'hoariet en dro ziwezhañ : Priz Bras Europe, gounezet gant Fernando Alonso goude gwallzarvoud Kimi Räikkönen ha Priz Bras Bro-Japan gounezet gant Kimi Räikkönen goude distremen Giancarlo Fisichella.
Renkadur 2005
kemmañAlc'hwez: DIL = Dilezel, DIB = Dibezrhet, DE = n'eo ket dispartiet, - = redadeg hep poent, case blanche = Ne oa ket er redadeg
Renk. | Skipailh | En holl | AOS | MAL | BAH | SMR | BSP | MON | EUR | KAN | SUA | BC'H | BZV | ALA | HUN | TUR | ITA | BEL | BRA | JAP | SIN |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
1 | Renault | 191 | 16 | 10 | 10 | 10 | 12 | 5 | 13 | - | - | 13 | 13 | 15 | - | 13 | 14 | 8 | 10 | 14 | 15 |
2 | McLaren-Mercedes | 182 | 4 | 5 | 10 | 6 | 12 | 14 | 2 | 10 | - | 8 | 16 | 8 | 10 | 16 | 15 | 10 | 18 | 10 | 8 |
3 | Ferrari | 100 | 8 | 2 | - | 8 | - | 3 | 10 | 14 | 18 | 6 | 5 | 4 | 8 | - | - | 4 | 8 | 2 | - |
4 | Toyota | 88 | - | 12 | 13 | 4 | 11 | 3 | 1 | 3 | - | 6 | 1 | 3 | 11 | 3 | 7 | 2 | 1 | 1 | 6 |
5 | Williams-BMW | 66 | 4 | 6 | 3 | 5 | 3 | 14 | 8 | 4 | - | - | - | - | 5 | - | 2 | 5 | - | 5 | 2 |
6 | BAR-Honda | 38 | - | - | - | - | - | - | - | - | - | 5 | 4 | 6 | 5 | 4 | 1 | 6 | 2 | 4 | 1 |
7 | Red Bull-Cosworth | 34 | 7 | 4 | 1 | 1 | 1 | - | 5 | 3 | - | - | - | 2 | - | 3 | - | - | - | 3 | 4 |
8 | Sauber-Petronas | 20 | 2 | - | 2 | 5 | - | - | - | 5 | - | 1 | - | 1 | - | - | - | 3 | - | - | 3 |
9 | Jordan-Toyota | 12 | - | - | - | - | - | - | - | - | 11 | - | - | - | - | - | - | 1 | - | - | - |
10 | Minardi-Cosworth | 7 | - | - | - | - | - | - | - | - | 7 | - | - | - | - | - | - | - | - | - | - |
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |
🔥 Top keywords: