Konstanz
kumun alaman
Konstanz (distaget [ˈkɔnstants] en alamaneg unvan, [ˈkɔnʃtants] gant tud ar vro) zo ur gêr eus kreisteiz Alamagn e stad Baden-Württemberg. Emañ war ribl Lenn Konstanz, war harzoù Suis. Poblet eo gant 80 000 a dud pe war-dro. Ur skol-veur zo eno.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/24/Konstanz_Blick_vom_M%C3%BCnsterturm.jpg/220px-Konstanz_Blick_vom_M%C3%BCnsterturm.jpg)
Er XVvet kantved e voe bodet ur sened-iliz eno, etre 1414 ha 1418. Pal Sened-iliz Konstanz e oa lakaat fin da Zisivoud ar C'hornôg. Kondaonet e voe Jan Hus da vezañ devet ha mervel a reas en un tantad d'ar 6 a viz Gouere 1415.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañDibar:KlaskEil Brezel-bedWiki HowWikipedia:SkoazellRummad:Files uploaded by User:ArkoSkoazell:SkoazellWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipedia:Kumuniezh/An davarnBrezhonegOtto DixMorlu Impalaeriezh JapanChesten MarchantLec'hiennWikipedia:Diwar-bennAstra y Unceta, CíaLSkornegCarly SimonDollar ar Stadoù Unanet1894Velikiy NovgorodStad IslamekThe Mangler (film)KeginañBengaluruWAztekedC'hoari ar misioner1815LezvabLost-louarnKorsika-UhelUWikipedia:Porched ar porchedoù187Stadegouriezh