Mehmed Iañ Giray
Mehmed Iañ Giray a oa mab henañ Mengli Iañ Giray ha khan Krimea er XVIvet kantved.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/8c/Mengli_bayezid.jpg/220px-Mengli_bayezid.jpg)
E 1516 e varvas khan khanat Kazan hag e klaskas Mehmed Giray lakaat e vreur Sahib Giray war an tron. Diwar-se e savas jeu etre khanat Krimea ha dugelezh Moskov hag e 1521 e teuas a-benn arme Krimea da lakaat ar seziz war Moskov. Diwar goulenn ar Rusianed e kasas Süleyman ar Meurdezus kannaded da Vehmet Giray o tizaliañ anezhañ da vont pelloc'h. Trec'het e oa Moskov memes tra ha staliet e voe Sahib Giray e penn khanat Kazan ma renas betek 1524.
E 1523 e voe tapet Astrahan gant tatared Krimea. War an distro e voent taget gant Nogayed ha lazhet Mehmed Giray hag e vreur, ar c'halgay Bahadir Giray. E vab, Gazi Iañ Giray a renas war e lerc'h.
En e raok: Mengli Iañ Giray | Khan Krimea ![]() 1515 – 1523 | War e lerc'h: Gazi Iañ Giray |
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañDibar:KlaskEil Brezel-bedWiki HowPont an DiaoulBrezhonegWikipedia:SkoazellSkoazell:SkoazellWikipedia:Porched ar gumuniezhEkoreizhiad800Wikipedia:Peder fennaenn ar Wiki HowWikipedia:Kumuniezh/An davarnRestr:Watch Football Streams.pngMoudenn (korfadurezh)Jane DigbyArc'hant640Julian AssangeSkoazell:Kont implijerFellasionBreizhWikipedia:Anv-implijer/ezPocapagliaYan' DargentBro-C'hallEncyclopædia BritannicaDerez CelsiusStad IslamekTeknologiezhKunilingusLGBTRoazhonTankSaoznegWikipedia:Degemer matWikipedia:Pennadoù eus an dibab