Melikertes
Melikertes (henc'hresianeg : Μελικέρτης) a oa mab da Athamas ha da Ino (a oa merc'h da gKadmos, roue Thebai).
Kasoni a vage an doueez Hera ouzh bugale ha bugale-vihan Kadmos. Lakaat a reas Athamas da goll e skiant ha da lazhañ e vab Learc'hos. Neuze e lakaas Ino ivez da drelatiñ ha da lazhañ hec'h eil mab Melikertes.
Lammat a eure gantañ er mor etre Megara ha Korinthos.
Zeus a glaskas e saveteiñ rak kounnar e wreg Hera, hag a reas anezhañ un doue er mor. Dont a reas neuze da vout an doue Palaimon, hag en e enor e veze lidet C'hoarioù ar Strizh-douar.
E Roma
kemmañGant ar Romaned e oa anavezet evel doue ar porzhioù-mor Portunus.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañDibar:KlaskWiki HowEil Brezel-bedKerzhadeg al lorc'hWikipedia:SkoazellWikipedia:Pajennoù da nullañWikipedia:Kumuniezh/An davarnBrezhonegWikipedia:Porched ar gumuniezhBengaluruRestr:Stade-Rennais.pngEncyclopædia BritannicaWikipedia:Degemer matBreizhOfiserien-Veur Kurunenn Bro-C'hall (deut eus Breizh)Skoazell:SkoazellSkoazell:Kont implijerSvedenWikimedia FoundationCléopâtreStadoù-Unanet Amerika1200SaoznegImplijer:Huñvreüs/Poull-TraezhAostraliaKourzhSodiomTeknologiezhWikipedia:Porched ar porchedoùRoazhonLeonhard EulerWikipedia:Diwar-bennC'hoari ar misionerKampionad mell-droad FrañsWikipedia:Pajenn gaozealPerugia