Penmarc'h

kumun Penn-ar-Bed

Penmarc'h a zo ur gumun eus ar Vro Vigoudenn, e Kerne-Izel, e mervent Breizh. Gwechall e oa anvet Treoultre he bourc'h.

Penmarc'h
Beg Penmarc'h.
Beg Penmarc'h.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel)Penmarch
Bro istorelKernev Kernev
Melestradurezh
DepartamantPenn-ar-Bed
ArondisamantKemper
Kantonar Gelveneg (betek 2015)
Pont-'n-Abad (abaoe 2015)
Kod kumun29158
Kod post29760
Maer
Amzer gefridi
Gwénola Le Troadec
2020-2026
EtrekumuniezhSu ar Vro Vigoudenn
Bro velestradurelBro Gerne
Lec'hienn webTi-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs5 139 ann. (2020)[1]
Stankter314 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 48′ 42″ Norzh
4° 20′ 18″ Kornôg
/ 47.811697, -4.338469
Uhelderioùbihanañ -1 m — brasañ 23 m
Gorread16,39 km²
Lec'hiañ ar gêr
Penmarc'h

An anv

kemmañ
  • Dont a rafe an anv "penn marc'h" eus stumm an aodoù. N'eo ken nemet ur vartezeadenn avat. Klotañ a ra an anv brezhonek-se gant an anv "Kab Kaval" a zo e gevatal-rik hag a zo a-orin latin. Kab Kaval a ra dave d'ar rannvro istorel a-bezh a zo un tamm bihan brasoc'h eget ar Vro Vigoudenn a-vremañ.

Brezhoneg

kemmañ

Ar Brezoneg er Skol

kemmañ
  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].

Ya d'ar Brezhoneg

kemmañ

Douaroniezh

kemmañ

Lec'hiet eo ar gumun e penn su bae Gwaien. Unan eus kumunioù pobletañ ar Vro Vigoudenn eo. Plaen hag izel a-walc'h eo tachennad ar gumun-se. Geunioù aod zo, anvet loc'hoù; darn zo bet disec'het da sevel tiez, e Sant-Wennole dreist-holl.

Peder rann a zo er gumun:

Ar C'heloù a vez graet eus ar c'herreg a gaver dirak porzh Keriti-Penmarc'h.

  • Mervel a reas 200 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 3,31% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
  • Mervel a reas 78 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[6].
  • François Péron, ur pesketaer eus Sant-Wennole, a voe fuzuilhet gant an Alamaned e Kerioled e Konk-Kerne d'ar 21 a viz C'hwevrer 1941 ; barnet e oa bet d'ar marv e Kemper goude bout bet o 'n em gannañ ouzh soudarded alaman e Sant-Wennole[7].
  • Un nijerez alaman Junkers Ju 52 A-1 (marilhet WNr 5589 ha kodet 1Z+M) a gouezhas e Penmarc'h d'ar 16 a viz Du 1940 ; pemzek milour a voe lazhet, beziet int e Plouzeniel[8].
  • D'ar 6 a viz Meurzh 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-45-BO (marilhet 42-5262 ha kodet PU-F) eus aerlu ar Stadoù-Unanet, er mor nepell eus Sant-Yann, gant dek milour en e vourzh ; eizh anezhe a voe tapet gant an Alamaned, ne voe ket adkavet an daou all(fr)[9].

Brezelioù didrevadennañ

kemmañ
  • Mervel a reas pevar milour eus ar gumun[10].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • An iliz katolik.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, aozet gant René Quillivic, luc’hskeudenn[11] ha kartennoù-post[12]. Dioueliet e voe d’ar 17 a viz Eost 1922[13].
  • Monumant ar re varv er vered, luc’hskeudenn[14].
  • Plakenn ar re varv en iliz katolik, luc’hskeudenn[15].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

kemmañ

Emdroadur ar boblañs adalek 1793 betek 2013

Melestradurezh

kemmañ

Tud ganet eno

kemmañ

Tud bet ganet ha douaret eno

kemmañ
  • François Péron, ur pesketour eus Sant-Wennole, bet fuzuilhet gant an Alamaned e 1941.

Tud bet marvet eno

kemmañ
  • 1887 : Yann-Vari Gwilhoù, beleg, bet savet meur a gantik e brezhoneg (Patronez dous ar Folgoad en o zouez) gantañ.

Gevelliñ

kemmañ
BroKêrAbaoe
IwerzhonAn Sciobairín1984
AlamagnEggmühl-Schierling1997

Livourien Penmarc'h

kemmañ

Meur a livour zo bet deuet da livañ da Benmarc'h.

Liammoù diavaez

kemmañ

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  3. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 50
  4. (fr)Memorial Genweb
  5. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  6. (fr)Memorial Genweb
  7. (fr)Ordre de la Libération
  8. (fr)Pertes Luftwaffe Finistère
  9. (fr)Pertes USAAF Finistère
  10. (fr)Memorial Genweb
  11. (fr)Memorial Genweb
  12. (fr)Memorial Genweb
  13. (fr)Université de Lille
  14. (fr)Memorial Genweb
  15. (fr)Memorial Genweb