Tenn-gezeg
Un denn-gezeg a reer eus mirc'hed staget ouzh ur c'harr pe un alar, da sachañ warnañ.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/cc/Welsh-D-Kutsche.jpg/310px-Welsh-D-Kutsche.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/22/GretnaGreen3cp.jpg/220px-GretnaGreen3cp.jpg)
Graet e vez limon eus pep hini eus div vrec'h ur c'harr ma vez staget ul loen-kezeg etrezo. Eus ar wrizienn c'halianek *lem- "treuzell" e teufe ar ger, a gaver e galleg ivez (limon, 1160 ; limonière, 1798, eo an daou limon). Kleur a lavarer ivez e brezhoneg.
Pa vez graet gant meur a loen e vez graet an diforc'h etre ar marc'h-limon a zoug pouez ar c'harrad hag ar marc'h-blein pe marc'h-ambilh hag a denn en e raok.
Pa vez disternet al loened e vez harpet limon ur c'harr, pa vez karget, war ur vatezh-karr ha harpet revr ar c'harr war ur vatezh-karr all.
- Gwalenn-garr, gwal-garr a reer eus ar vrec'h pa vez unan hepken e-kreiz ar c'harr gant ul loen a bep tu ; peler eo ar ger pa stager ur marc'h ouzh un arar er mod-se.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañWiki HowAmerican Broadcasting CompanyEil Brezel-bedDibar:KlaskWikipedia:Raktresoùfkk58Wikipedia:SkoazellWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipedia:Pemp pennreolenn ar Wiki HowWikipedia:Pajennoù da nullañRestr:Arras beffroi depuis la Grand'Place.jpgThe TimesWikipedia:Kumuniezh/An davarnTogoBengaluruIsmail KadareRummad:KevredigezhPlaver (nijerez)RoumaniaBonapartouriezhDevezh ar vroISBNBrezhoneg disleberKaozeal:DegemerMelC'hoari ar misionerDarempred revBardYuzev-brezhoneg1200HunanBrezhonegSvedenThulsa DoomArabia SaoudatCSS