Tourc'h (kumun)

kumun Penn-ar-Bed

Ur gumun eus Kernev (Bro-Gerne) e kanton Konk-Kerne eo Tourc'h. En departamant Penn-ar-Bed emañ e mervent Breizh. [tɔʁx] e vez distaget hec'h anv gant tud ar c'horn-bro ha neuze [tuʁx] gant ar re all a belloc'h. Annezidi Tourc'h a vez graet tud Tourc'h anezho pe raloc'h a-galz Tourc'hiz, maouezed ha gwazed anezho. Paotr Tourc'h ha plac'h Tourc'h a-hent-all a vez graet eus unan ac'hane.

Tourc'h
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel)Tourch
Bro istorelKernev Kernev
Melestradurezh
DepartamantPenn-ar-Bed
ArondisamantKemper
KantonRosporden (betek 2015)
Konk-Kerne (abaoe 2015)
Kod kumun29281
Kod post29140
Maer
Amzer gefridi
Michel Cotten
2001-2026
EtrekumuniezhKonk-Kerne Tolpad-kêrioù
Bro velestradurelBro Gerne
Lec'hienn webTi-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs998 ann. (2020)[1]
Stankter51 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 01′ 30″ Norzh
3° 49′ 31″ Kornôg
/ 48.025, -3.825278
Uhelderioùbihanañ 118 m — brasañ 216 m
Gorread19,70 km²
Lec'hiañ ar gêr
Tourc'h

Douaroniezh

kemmañ

Ur gumun war ar maez eo Tourc'h er su da Penn-ar-Bed. War-hed 21.3 km war-nij emañ bourc'h Tourc'h diouzh Kemper, en tu reter dezhi ha neuze 63,8 diouzh Brest er mervent. Strizh eo tachenn ar gumun eus an norzh d'ar su. 8,3 km eo en he hirañ pa ne dap ket 3 km en he ledanañ.

Ar c'humunioù en-dro dezhi a vez graet anezho : Eliant, Rosporden, Skaer, Leuc'han ha Kore. Meur a stêr zo oc'h ober harz d'ar gumun: Stêr-Aven (er c'hornôg diouzh tu Kore hag er reter diouzh tu Skaer ha Rosporden), ar wazh-dour (e) Pont Ar C'hleudig (er reter diouzh tu Skaer), Stêr-Jet (er c'hornôg diouzh tu Kore) ha neuze ar wazh-dour (e) Pont Ar Bastad (er su diouzh tu Rosporden).

  • Erwan Vallerie ː Turch, XIvet; Tourc, 1182; Turch, XIIIvet; Tourh, 1516; Tourch, 1536; Tourh, 1731

E galleg ofisiel e vez skrivet Tourch hag e brezhoneg eo Tourc'h gant C'H. Merkañ a ra ar skriv-se ar soniad [X] en anv. War panelloù kêr ne weler nemet TOURC'H.

Orin an anv

Pa zeuas Brezhoned Enez-Vreizh da Arvorig da annezañ hag int o tec'hel kuit dirak an Angled hag ar Saozon etre ar pevare kantved hag ar seizhvet kantved e rajont en o bro nevez gant anvioù rouantelezhioù pe anvioù lec'hioù eus o enezenn c'henidik. E-giz-se emañ Llanelian, Llangollen da skouer hag ur stêr hec'h anv Afon Twrch e kontelezh Denbighshire e Bro-Gembre. Dereout a ra an anvioù kembraek-se ouzh Eliant, Langolen ha Tourc'h. En Afon Twrch emañ ar ger "afon" zo heñvel ouzh "aven" koulz lâret stêr ha neuze "twrc'h" zo mil heñvel ouzh "tourc'h" a dalv kement ha pemoc'h gouez.

Ardamezioù

kemmañ

En argant e c'houzhoc'h tremenant en sabel, lagadek ha stilhonnek en argant, e vevenn en glazur; e gab en argant karget gant pemp brizhenn erminig en sabel.

  • Mervel a reas 59 gwaz ag ar gumun, eleze 4,82% ag he foblañs e 1911,abalamour d'ar brezel[3].
  • Mervel a reas 23 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Iliz katolik Sant Korneli.
  • Chapel Lokundu.
  • Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[5].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ
Audren,

aotrounez Brenillio

En argant e c'hilhog en sabel

Gevelliñ

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 51.
  3. Memorial Genweb
  4. Memorial Genweb
  5. Memorial Genweb