Vendôme

kumun Bro-C'hall
Vendôme
Ar gêr gwelet eus ar c'hastell.
Ar gêr gwelet eus ar c'hastell.
Ardamezioù
Melestradurezh
StadFrañs Frañs
RannvroCentre
DepartamantLoir-et-Cher
ArondisamantVendôme (isprefeti)
KantonPennlec'h daou ganton :
Vendôme-1
Vendôme-2
Kod kumun41269
Kod post41100
Maer
Amzer gefridi
Pascal Brindeau (UDI)
2014-2020
EtrekumuniezhCommunauté de communes du Pays de Vendôme
Lec'hienn webhttps://vendome.eu
Poblañsouriezh
Poblañs15 680 ann. (2020)[1]
Stankter656 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47°47′37″N 1°3′59″E
Uhelderioùkreiz-kêr : 82 m
bihanañ 76 m — brasañ 141 m
Gorread23,89 km²

Ur gumun c'hall eo Vendôme (Gwenngen hervez Meven Mordiern, genidik eus ar vro) e departamant Loir-et-Cher.

E-kichen kêr Vindocinum e oa un oppidom war un dorgenn a oa savet ur c'hastell-kreñv warni er Grennamzer. E Vendôme e varvas Nevenoe, penn ar Vretoned e 851. Diazezet e voe abati an Dreinded sant Bienheuré er Vvet kantved. Chom a ra an iliz evel m'eo bet savet er stil gotek flamennek. Dont a reas ar vro da vezañ glad familh ar Vourboned-Vendôme, ur skourr eus an dierniezh c'hall er XIVvet kantved. E 1515 e oa kemmet ar gontelezh en un dugelezh evit Charlez a Vourbon, tad-kozh Herri IV, roue Bro-C'hall. Hemañ a roas an dugelezh d'e vab bastard, Kaezar. Pelloc'h e voe roet dezhañ post gouarnour Breizh gant Anna a Aostria, intañvez Herri IV.

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
An abati
  • Iliz abati an Drinded gant ur c'hloc'hdi distag hag un talbenn kizellet meurbet er stil gotek flamennek
  • Mirdi e savadurioù abati an Dreinded (XIVvet-XVIved kantved)
  • Iliz ar Madalen (XVvet kantved)
  • Tour Sant-Varzhin, bet kloc'hdi un iliz aet da get
  • Dor Sant-Jord
  • Ospital kozh ha skolaj kozh, an ti-kêr ennañ hiziv
  • Levraoueg Abad Grégoire
  • Dismantroù kastell konted vendôme
  • Delwennoù Pierre de Ronsard ha kont ha marichal a Rochambeau
  • Karterioù kozh

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Douaroniezh

kemmañ

War ribl al Lez emañ, 35 kilometr e gwalarn Blois ha dre ar TTB e c'haller mont da Bariz dindan 42 vunutenn.

Emdroadur ar boblañs 1793-2007

kemmañ

Melestradurezh

kemmañ

Tud bet ganet eno

kemmañ

Tud o deus bevet eno

kemmañ

Tud marvet eno

kemmañ

Gevelliñ

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Gevelliñ Boulsa/Vendôme "[...] Depuis 1992, ces deux villes sont jumelées et travaillent ensemble dans le cadre de la coopération décentralisée.[...]"